Holl Israel a zougo kañv dezhañ hag e vo sebeliet. Eñ hepken a-douez ti Jeroboam a yelo en ur bez, rak an AOTROU Doue Israel en deus kavet un dra bennak a vat ennañ hepken a-douez ti Jeroboam.
Setu perak ez an da zastum ac'hanout gant da dadoù, hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug ez an da lakaat da vont war al lec'h-mañ. Hag e tegasjont ar gomz-se d'ar roue.
Hag Ezekiaz a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet en hini uhelañ eus bezioù mibien David. Hag holl Juda ha tud Jeruzalem a reas enor dezhañ d'e varv. Ha Manase e vab a renas en e lec'h.
Setu ez an da zastum ac'hanout gant da dadoù, hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug ez an da lakaat da vont war al lec'h-mañ ha war e dud. Hag e tegasjont ar gomz-se d'ar roue.
E servijerien a gasas anezhañ kuit eus e garr, a lakaas anezhañ war ur c'harr all en doa, hag a gasas anezhañ da Jeruzalem, hag e varvas. Sebeliet e voe e bezioù e dadoù, hag holl Juda ha Jeruzalem a reas kañv war Jozia.
Skuilhet en deus warnañ e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhañ met n'en deus ket komprenet, devet eo bet met n'en deus ket taolet evezh.
Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiñ ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.
Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitañ, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n'adwelo ket bro e c'hanedigezh.
Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.
An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.
Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.