Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 56:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Mab an diavaeziad hag a zo staget ouzh an AOTROU, ra ne lavaro ket: An AOTROU am dilamm kuit eus e bobl. Ar spazhad, ra ne lavaro ket: Setu ez on ur wezenn sec'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 56:3
35 Iomraidhean Croise  

Pa zeuio an diavaeziad ivez, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv bras, da'z torn kreñv ha da'z prec'h astennet, pa zeuio da bediñ d'an ti-mañ,


ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidañ bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c'houlz merket.


Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.


Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re zeuet ac'hanout, bet ganet ac'hanout, evit bezañ spazhidi e palez roue Babilon.


e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.


Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,


Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.


pe un den tort, pe gwan, pe gant un tarch en e lagad, pe galus, pe gant un darouedenn, pe gant e gelloù friket.


Gallout a reot prenañ diouzh mibien an diavaezidi a vo o chom en ho touez, ha diouzh o ziegezh o devo engehentet en ho pro, hag e vint ho perc’henniezh.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


Stag e vint ouzhit hag e virint an urzhioù diwar-benn teltenn an engalv evit holl servij an deltenn. Diavaeziad ebet ne dostaio ouzhoc'h.


Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.


Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,


Darn anezho a gredas hag en em unanas da Baol ha da Silaz, gant ul lod bras a C’hresianed a zouje Doue ha kalz a wragez a renk uhel.


O vezañ aet ac’hane, ez eas e ti un den anvet Justuz, un den a zouje Doue hag a oa e di stag ouzh ar sinagogenn.


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Met an hini en em unan gant an Aotrou a zo un hevelep spered gantañ.


c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.


ennañ ivez ez oc’h savet asambles evit bezañ ur chomlec’h da Zoue er Spered.


Pa yelo da armead a-enep da enebourien, en em viri diouzh pep tra fall.


Pêr, abostol Jezuz-Krist, d’ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan