met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù,
Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,
Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,