Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 55:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 55:3
45 Iomraidhean Croise  

Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.


Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Ha n'eo ket evel-se va zi dirak Doue? Graet en deus ganin un emglev peurbadus, reizhet mat ha stabil. Va holl silvidigezh, kement a garan, ha n'o lakaio ket da vleuniañ?


Ra blijo ganit bremañ bennigañ ti da servijer, evit ma vo da viken dirazout! Rak henn lavaret ec'h eus Aotrou AOTROU, ha ti da servijer a vo benniget gant da vennozh da viken.


AOTROU Doue, na gas ket da olevad kuit, az pez soñj eus da drugarezioù roet da Zavid da servijer.


Stouet em eus va c'halon da seveniñ da reolennoù, bepred ha betek an diwezh.


Ra vevo va ene evit da veuliñ, ha ra zeuio da varnedigezhioù war va sikour!


"Maskil" Azaf. Selaou va lezenn, o va fobl! Prest skouarn da c'herioù va genoù.


Evel-se e rin anezhañ ar c’hentañ-ganet, pennroue rouaned an douar.


Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.


Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.


Va mab, bez evezhiek ouzh va c'homzoù, stou da skouarn da'm gerioù,


mir va gourc'hemennoù hag e vevi, mir va lezenn evel da ibil-lagad,


Bezit evezhiek, va fobl, roit ho skouarn, c'hwi va broad, rak al lezenn a zeuio ac'hanon, ha va barnedigezh a lakain da vezañ sklêrijenn ar pobloù.


Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c'hrec'hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.


Kuzhet em eus va dremm ur pennad ouzhit da goulz va c'hounnar, met truez am eus ouzhit dre un drugarez peurbadus, eme an AOTROU da zasprener.


Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.


Servijañ a raint an AOTROU o Doue, ha David o roue a savin dezho.


Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.


e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.


Jeremiaz a lavaras: Ne vi ket lakaet etre o daouarn. Selaou mouezh an AOTROU er pezh a lavaran dit, hag ez aio mat an traoù ganit, hag e vevo da ene.


Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.


Koulskoude em bo soñj eus an emglev am eus diazezet ganit en deizioù da yaouankiz, hag e tiazezin ganit un emglev peurbadus.


Me an AOTROU a vo o Doue, ha David va servijer a vo priñs en o c'hreiz. Me an AOTROU am eus komzet.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezañ a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c'hreiz da viken.


Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù; an den a gerzho enno a vevo drezo. Me eo an AOTROU.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh ti Israel: Klaskit me hag e vevot!


Klaskit an AOTROU hag e vevot, gant aon na grogfe evel un tan war di Jozef, ha na zebrfe anezhañ hep den d'e vougañ e Betel,


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


Eürus eo ho taoulagad abalamour ma welont, hag ho tivskouarn abalamour ma klevont.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.


An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n’oc’h ket eus Doue.


E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d’ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc’h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid.


Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan