Mont a reas ac'hane hag e toullas ur puñs all, na glaskjont ket tabut evitañ. Gervel a reas anezhañ Rehobod, hag e lavaras: Bremañ eo en deus ledanaet an AOTROU deomp, hag e kreskimp er vro.
lienoù al leurenn, he c’holonennoù, he sichennoù, rideoz dor al leurenn gant e gerdin, e beulioù, an holl draoù evit servij an tabernakl, evit teltenn an engalv,
Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c'hordennoù.
Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù.