Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 53:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 53:8
15 Iomraidhean Croise  

Kemeret em eus ivez ar sac'h evit gwiskamant, met bet on an abeg d'o goap.


Kontet on e-touez ar re a ziskenn er poull. Me a zo evel un den hep nerzh,


Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.


Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.


An doureier o deus beret war va fenn; lavaret em eus: Graet eo ac'hanon!


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c’hraet Mab Doue.


E varnedigezh a zo bet dilamet en e izelded. Piv a c’hello kontañ e rumm? Rak e vuhez a zo bet lamet a-ziwar an douar.


disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan