Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 53:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoù, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 53:7
17 Iomraidhean Croise  

Met me, evel un den bouzar, ne glevan ket. Me a zo evel un den mut na zigor ket e c'henoù.


Ya, bez' on evel un den na glev ket ha n'en deus respont ebet en e c'henoù.


Doue, ha n'en dije ket enklasket, eñ hag a anavez traoù kuzhet ar c'halonoù?


Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.


Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c’hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez’ out-te ar C’hrist, Mab an Hini a zo benniget?


Met Jezuz ne respontas netra ken, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.


Ober a reas eta meur a c’houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.


eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder,


Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez’ en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan