Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 53:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 53:5
27 Iomraidhean Croise  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


neuze Doue en deus truez outañ hag a lavar: Daspren anezhañ, ma ne ziskenno ket er poull, kavet em eus un dic'haou.


Da ganmeuliñ a ran, o AOTROU! Rak adsavet ec'h eus ac'hanon, ha ne'c'h eus ket lezet va enebourien da laouenaat diwar va fenn.


Bloñsoù ar goulioù a c'hlana an den drouk, evel an taolioù o tizhout betek donderioù ar c'hof.


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.


Hag he stokas ouzh va genoù, hag e lavaras: Bremañ houmañ he deus stoket ouzh da vuzelloù, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec'hed a zo dic'haouet.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.


Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Hiziv ec'h anavezit, ar pezh n'o deus ket anavezet ha n'o deus ket gwelet ho mibien, kastizoù an AOTROU ho Toue, e vraster, e zorn kreñv hag e vrec'h astennet,


Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.


Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.


en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan