Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 53:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 53:12
38 Iomraidhean Croise  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Ha bremañ va ene a deuz ennon, deizioù va glac'har o deus va zapet.


Goulenn diganin hag e roin dit ar broadoù da hêrezh, pennoù an douar da zalc'h.


Digeriñ a reont o genoù em enep, evel ul leon o trailhañ hag o yudal.


An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c'hleze, va dorn o distrujo.


Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.


Setu, va servijer a raio berzh, kreskiñ a raio, savet e vo, uhelaet meurbet.


evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.


evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amañ war-lerc'h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.


Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!


Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ.


Evel-se e voe peurc’hraet ar Skritur a lavar: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.


Rak me a lavar deoc’h, ret eo c’hoazh d’ar pezh a zo skrivet bezañ peurc’hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c’hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.


Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c’houlennent, hag e tilezas Jezuz d’o bolontez.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec’h erbed evidomp.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec’het e-unan war ar groaz.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,


rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


Bugale vihan, skrivañ a ran deoc’h dre ma’z eo pardonet ho pec’hedoù deoc’h abalamour d’e anv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan