Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 53:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 53:10
62 Iomraidhean Croise  

Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.


an AOTROU a gav e blijadur er re a zouj anezhañ, er re a zo en gortoz eus e vadelezh.


Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh.


Diaraoget ec'h eus anezhañ gant bennozhioù mat, lakaet ec'h eus war e benn ur gurunenn aour fin.


Holl binvidien an douar a zebro ivez hag a stouo, an holl re a ziskenn war-zu ar poultr hag an hini na c'hell ket mirout e vuhez a blego dirazañ.


An diskennidi a servijo anezhañ, ha komzet e vo diwar-benn an Aotrou d'ar rummad da zont.


Ra vo o chomlec'h didud, ha ra ne vo den o chom dindan o zeltennoù!


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.


Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.


Touet em eus ur wech dre va santelezh, ne lavarin gaou ebet da Zavid.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.


Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.


Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.


rak en em ledañ a ri a-zehou hag a-gleiz, da lignez a berc'henno ar broadoù, hag a vo o chom e kêrioù bet dismantret.


O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoù, hag o diskennidi e-touez ar pobloù. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.


Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.


Ren a raio da virviken war diegezh Jakob hag e ren n’en devo ken a ziwezh.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunenn winizh a gouezh d’an douar, e chom hec’h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh.


Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.


o c’houzout penaos Krist adsavet a-douez ar re varv ne varvo ken. Ar marv n’en deus ken galloud warnañ.


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


Ar re a zo er c’hig ne c’hellont ket plijout da Zoue.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,


o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Dre-se ivez e pedomp dalc’hmat evidoc’h, evit ma kavo hon Doue ac’hanoc’h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc’hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz,


ha c’hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c’hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din.


n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan