Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 53:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec'h an AOTROU?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 53:1
16 Iomraidhean Croise  

gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhañ, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab, hag a c'hloazas an aerouant?


An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.


Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.


An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h c'halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.


Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc’hraet.


Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,


Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.


evit ma vije peurc’hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d’hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec’h an Aotrou?


Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue.


met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C’hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan