Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 52:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 52:9
24 Iomraidhean Croise  

evit ma vo lidet anv an AOTROU e Sion, hag e veuleudi e Jeruzalem,


C'hwi, an douar holl, laoskit kriadennoù a levenez d'an AOTROU, taolit kriadennoù laouen ha kanit!


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


An douar holl a zo er peoc'h, sioul eo, kanañ a reer a levenez.


Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.


Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec'hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.


Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.


me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,


It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.


Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.


Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?


Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.


Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioù hag ar c'hrec'hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.


Adsevel a raint dismantroù kozh, adaozañ a raint distrujadennoù an amzerioù kozh, adkempenn a raint kêrioù gwastet, distrujet a oad da oad.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Gouzañv gwentloù ha kri, merc'h Sion, evel ar wreg o wilioudiñ! Rak bremañ ez i eus kêr hag e vi o chom er parkeier, hag ez i betek Babilon. Eno e vi dieubet, eno e vi dasprenet gant an AOTROU eus dorn da enebourien.


rak skrivet eo: En em laouena, sec’henn, te na c’hanez ket, strak ha laosk kriadennoù, te na c’houzañvez ket gwentloù ar gwilioud, rak bugale an hini dilezet a zo niverusoc’h eget re ar wreg he doa ur pried.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan