Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 52:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 52:7
30 Iomraidhean Croise  

Pep komz eus o muzelloù a zo ur pec'hed eus o genoù. Ra vint eta tapet en o lorc'h, en abeg d'an droukpedennoù ha d'ar gevier a lavaront.


Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.


An AOTROU a ren, gwisket eo a veurded. An AOTROU a zo gwisket a nerzh, gourizet eo. Evel-se emañ start ar bed ha ne vrañsell ket.


Lavarit e-touez ar broadoù: An AOTROU a ren, setu perak eo start ar bed ha ne vrañsell ket. Barn a raio ar pobloù gant eeunder.


An AOTROU a ren. Ra drido an douar gant levenez, ra laouenaio an inizi niverus!


An AOTROU en deus roet da anavezout e silvidigezh, disklêriet en deus e reizhder dirak daoulagad ar broadoù.


Soñj en deus bet eus e vadelezh hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Holl bennoù an douar o deus gwelet silvidigezh hon Doue.


An AOTROU a ren, ra greno ar pobloù! Azezet eo etre ar cherubined, ra vrañsello an douar.


Mouezh va muiañ-karet eo! Setu e teu o lammat war ar menezioù, o sailhañ war ar c'hrec'hiennoù.


Al loar a ruzio, an heol a vo mezhek, pa reno AOTROU an armeoù war Venez Sion, e Jeruzalem, leun a c'hloar dirak e henaourien.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!


Me eo an hini kentañ o lavarout da Sion: Setu int-i amañ! Setu int-i amañ! Hag e roin da Jeruzalem ur c'hannad a geloù mat.


Ra savo o mouezh ar gouelec'h hag e gêrioù, hag ar c'hêriadennoù m'emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!


hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.


Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.


An distrujer a zeu a-enep dit, diwall ar c'hreñvlec'h, evesha an hent, nerzheka da zivgroazell, dastum da holl nerzhoù.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


Ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d’an holl vroadoù.


Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.


An ael a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc’h ur c’heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


en ho treid kemerit gred an Aviel a beoc’h,


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan