Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 52:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hej ar boultrenn diwarnout, sav, Jeruzalem! Distag ereoù da c'houzoug, merc'h Sion, sklavez!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 52:2
19 Iomraidhean Croise  

En deiz-se e vo lamet e vec'h a-ziwar da zivskoaz, hag e yev diwar da c'houzoug. Ar yev a vo distrujet en abeg d'an druzoni.


Breviñ an Asiria em douar, hag he mac'hañ war va menezioù. He yev a vo lamet kuit a-ziwarno, hag he bec'h a vo tennet a-ziwar o divskoaz.


Izelaet e vi, komz a ri evel a-zindan an douar, da c'her a zeuio damvouget gant ar poultr, da vouezh a bigno eus an douar evel hini ur goulennataer speredoù, da c'her a vo evel ur grozmol o tont eus ar poultr.


He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.


Hag e lavari ez kalon: Piv en deus roet ar vugale-mañ din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc'het, piv en deus desavet ar re-mañ?


Prestik e vo dieubet an den dalc'het, ne varvo ket er poull, ne vanko ket bara dezhañ.


rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da'z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.


Sav, bez sklêrijennet, rak deuet eo da sklêrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.


Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,


Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoù.


It kuit eus he c'hreiz, va fobl, ra saveteo pep hini ac'hanoc'h e vuhez diouzh kounnar entanet an AOTROU.


C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.


Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.


Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


En em savete, Sion, te hag a zo o chom e ti merc'h Babilon!


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c’hreiz, va fobl, gant aon n’ho pefe lod en he fec’hedoù ha n’ho pefe ivez lod en he goulioù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan