Izaia 52:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.
Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hêrioù all.
Da bobl a vo ur bobl a volontez vat, en deiz ma'z aio da arme er-maez, gant gwiskamantoù santel. Da soudarded yaouank a vo dirazout evel ur c'hlizhenn o tont e-kreiz gouloù-deiz.
Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.
Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.
Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec'h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec'h eus, sunet ec'h eus betek al lec'hid an hanaf-mezevelliñ.
Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab, hag a c'hloazas an aerouant?
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lavaret e vo c'hoazh ar gomz-mañ e bro Juda hag en he c'hêrioù, pa em bo degaset en-dro o re zalc'het: Ra'z pennigo an AOTROU, o chomlec'h ar reizhder ha menez ar santelezh!
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Mab diavaeziek ebet, diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, ned aio em santual, hini ebet eus mibien an diavaezidi a zo e-touez mibien Israel.
Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.
Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,
Hemañ a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar re en em zalc'he dirazañ: Lamit e zilhad lous diwarnañ. Hag e lavaras: Gwel, graet em eus da'z tireizhder mont kuit diwarnout, hag e wiskan ac'hanout gant dilhad kaer.
Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.
Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.