Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 51:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab, hag a c'hloazas an aerouant?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 51:9
40 Iomraidhean Croise  

Dre e nerzh e sav ar mor, dre e veiz e vruzun al lorc'h.


Doue ne zistro ket diwar e gounnar, dindanañ eo diskaret skoazellerien al lorc'h.


rak lakaat a ri anezho da dec'hout, stegnañ a ri da wareg a-enep o dremm.


D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora.


O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn, hon tadoù o deus disklêriet deomp an oberenn ac'h eus graet en o amzer, en deizioù a-wechall.


Met abalamour dit-te, omp lakaet d'ar marv bemdez, ha sellet evel deñved kempennet d'ar gigerezh.


Sav! Perak e kouskez, AOTROU? Dihun, n'hon taol ket kuit da viken!


Rak setu, emaint war-c'hed evit lemel va buhez diganin. Tud galloudek a sav em enep, hep ma vefe dismegañs ennon, na drougiezh, o AOTROU!


ra redo an enebour war-lerc'h va ene ha ra'm zapo, ra daolo d'an douar va buhez, ra c'hourvezo va gloar er poultr.  Ehan


Dalc'het ez poa va daoulagad digor er beilhadennoù. Trubuilhet e oan ha ne c'hellen ket komz.


Neuze an AOTROU a zihunas evel un den a gouske, evel ur brezelour o leuskel kriadennoù gant ar gwin.


Envel a ran Rahab ha Babel e-touez ar re a anavez ac’hanon. Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant Etiopia: e Sion int bet ganet.


Ren a rez war lorc'h ar mor, pa sav e goummoù, te o sioula.


Diskaret ec'h eus Rahab evel skoet d'ar marv, gant da vrec'h galloudus ec'h eus stlabezet da enebourien.


An AOTROU a ren, gwisket eo a veurded. An AOTROU a zo gwisket a nerzh, gourizet eo. Evel-se emañ start ar bed ha ne vrañsell ket.


Setu perak lavar da vibien Israel: Me eo an AOTROU , me a denno ac'hanoc'h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed, me a zieubo ac'hanoc'h eus ho sklaverezh, me a zaspreno ac'hanoc'h dre ur vrec'h astennet ha barnadegoù bras.


En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.


Rak sikour an Ejipt ne vo nemet moged ha netra; setu perak em eus anvet kement-se: Trouz bras evit netra.


Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec'h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec'h eus, sunet ec'h eus betek al lec'hid an hanaf-mezevelliñ.


Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.


Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec'h an AOTROU?


An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h c'halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.


Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.


Evel en deizioù ma'z out aet kuit eus bro Ejipt, e tiskouezin traoù burzhudus.


Gwalleur d'an hini a lavar d'ar c'hoad: Dihun! Ha d'ar maen mut: Kelenn a raio! Setu, goloet int a aour hag a arc'hant, ha n'eus spered ebet enno.


Mont a rez er-maez evit dieubiñ da bobl, evit dieubiñ da olevad. Bruzunañ a rez lein ti an den fallakr, e zistrujañ a rez traoñ ha krec'h.  Ehan


Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.


Ra davo pep kig dirak an AOTROU! Rak dihunet eo er-maez eus e chomadur santel.


Diskouezet en deus nerzh e vrec’h. Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc’hus en o c’halon.


evit ma vije peurc’hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d’hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec’h an Aotrou?


Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, a lavaras Doue, ha goude-se ez aint er-maez hag e servijint ac’hanon el lec’h-mañ.


Hag-eñ ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoù, sinoù, mirakloù ha stourmadegoù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha dre spontoù bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?


o lavarout: Ni a drugareka ac’hanout, Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec’h eus kemeret da c’halloud bras en da zorn ha dre ma’z out aet en da ren.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Gedeon a lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Mar emañ an AOTROU ganeomp, perak eta eo c'hoarvezet an holl draoù-se ganeomp? Pelec'h emañ an holl vurzhudoù o deus komzet hon tadoù diwar o fenn evel-henn: An AOTROU, ha n'en deus ket hol lakaet da bignat eus an Ejipt? Rak bremañ an AOTROU en deus hon dilezet hag hol lakaet etre daouarn ar Vadianiz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan