Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 51:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 rak ar preñved o debro evel un dilhad, hag ar gaozan o debro evel gloan. Met va reizhder a bado da viken, ha va silvidigezh a oad da oad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 51:8
12 Iomraidhean Croise  

Emañ o kouezhañ an hini a zistrujez evel koad brein, evel ur vantell debret gant an tagn.


Pegement muioc'h e re a zo o chom e tiez-pri, o deus o diazez er poultr, hag a vez bruzunet evel ur preñvig!


Da bompad a zo diskennet e lec'h ar marv, gant son da delennoù. Gourvezet out war ur gwele a vreinadur, hag ar preñved a c'holo ac'hanout.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.


An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon: Piv am c'hondaono? Int holl a vo teuc'h evel un dilhad, ar preñved o debro.


Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.


Kement-mañ a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n'en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c'hourdrouzfen ken ac'hanout.


Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Me a vo evel tagn evit Efraim, hag evel preñvadur evit ti Juda.


hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan