Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 51:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 51:6
27 Iomraidhean Croise  

Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da viken evit ar re a zouj anezhañ, hag e reizhder evit mibien o mibien,


E oberenn n'eo nemet splannder ha meurded, hag e reizhder a bad da viken.


Lakaat a rin an neñvoù da grenañ, an douar a vo dilec'hiet gant kounnar AOTROU an armeoù, en deiz e gounnar entanet.


Surentez da zeizioù, nerzh da silvidigezh, furnez, anaoudegezh: doujañs an AOTROU a vo da deñzor.


Holl arme an neñvoù en em deuzo, an neñvoù a vo ruilhet evel ul levr, hag o holl arme a gouezho, evel ma kouezh delienn ar winienn, evel ma kouezh hini ar fiezenn.


Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon: Piv am c'hondaono? Int holl a vo teuc'h evel un dilhad, ar preñved o debro.


rak ar preñved o debro evel un dilhad, hag ar gaozan o debro evel gloan. Met va reizhder a bado da viken, ha va silvidigezh a oad da oad.


Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c'hrec'hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.


Kement-mañ a vo evidon evel gant doureier Noe, evel pa em boa touet n'en em skuilhje ken doureier Noe war an douar, evel-se em eus touet na gounnarfen ken ouzhit ha na c'hourdrouzfen ken ac'hanout.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neñv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neñv, na vefes bountet da stouiñ dirazo ha da servijañ an traoù-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d'an holl bobloù a zo dindan an neñvoù.


Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc’hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan