Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 51:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 51:5
39 Iomraidhean Croise  

Barn a raio e-touez ar broadoù, leuniañ a raio holl a gorfoù marv, bruzunañ a raio ar penn a ren war ur vro vras.


Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.


Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.


Fiziit da virviken en AOTROU, rak en Aotrou AOTROU eo roc'h ar c'hantvedoù.


AOTROU, az pez truez ouzhimp! Ni a zo en gortoz ac'hanout. Bez o brec'h adalek ar beure, hag hor silvidigezh en amzer ar glac'har.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


An Aotrou AOTROU a zeuio gant galloud, ren a raio dre nerzh e vrec'h, e c'hopr a vo gantañ, hag e oberennoù dirazañ.


Ne zilezo ket ha ne blego ket, ken n'en devo lakaet ar varnedigezh war an douar; hag an inizi a zo en gortoz eus e lezenn.


Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.


Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloù a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c'hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm.


Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.


Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet.


Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.


Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.


Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.


Sellet em eus, ha ne oa den da'm sikour. Souezhet on bet na oa den da'm harpañ. Neuze va brec'h en deus degaset ar silvidigezh, ha va fulor en deus roet harp.


Ra zihuno ar broadoù ha ra bignint da draonienn Jozafad, rak eno ec'h azezin evit barn an holl vroadoù a-ziwar-dro.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.


Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.


en deiz ma varno Doue oberoù kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


Met ar gomz a zo tost dit, ez kenoù hag ez kalon, evit ma c'helli ober dioutañ.


Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan