Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 51:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Bezit evezhiek, va fobl, roit ho skouarn, c'hwi va broad, rak al lezenn a zeuio ac'hanon, ha va barnedigezh a lakain da vezañ sklêrijenn ar pobloù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 51:4
27 Iomraidhean Croise  

evit ma welin eurvad da re zibabet, ma laouenain e levenez da bobl, ha ma kavin gloar gant da hêrezh.


N'en deus graet evel-se da vroad all ebet, ha n'anavezont ket e varnedigezhioù. Meulit an AOTROU!.


Eürus ar vroad he deus an AOTROU da Zoue, ar bobl en deus dibabet evit e hêrezh!


Selaou, va fobl, hag e komzin; testeniañ a rin a-enep dit, o Israel! Me eo Doue, da Zoue.


"Maskil" Azaf. Selaou va lezenn, o va fobl! Prest skouarn da c'herioù va genoù.


C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.


Bremañ e pedan ac'hanout, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, gra din anavezout da hentoù; ra anavezin ac'hanout evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad. Evesha ivez penaos ar bobl-mañ eo da bobl.


Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,


Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.


Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


Digorit an dorojoù, ma teuio e-barzh ar vroad reizh, an hini a vir ar fealded.


Ya, da c'hortozomp, o AOTROU, en hent da varnedigezhioù! Da anv ha da eñvor eo c'hoant hon ene.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


An AOTROU en em blij ennañ en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.


Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Lavaret en devoa: Ya, va fobl ez int, mibien na vint ket disleal! Hag eo bet o salver.


Meur a vroad a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel.


gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n’on ket hep lezenn Doue pa’z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.


Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoù en e c'henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan