me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.
An AOTROU en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezañ bras. Roet en deus dezhañ deñved hag ejened, arc'hant hag aour, mevelien ha mitizhien, kañvaled hag ezen.
Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.
A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.
Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.
Komz a ri adarre hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Va zad a oa un Aramean prest da vont da get, diskenn a reas d'an Ejipt gant un nebeud tud hag e chomas eno, hag e teuas da vezañ ur bobl vras, kreñv ha niverus.
Kemeret em eus ho tad Abraham eus an tu all d'ar stêr, lakaet em eus anezhañ da vont dre holl vro Ganaan, kresket em eus e lignez, o reiñ dezhañ Izaak.