Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.
Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
Ar roue Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Aon am eus rak ar Yuzevien a zo en em roet d'ar Galdeiz, aon am eus da vezañ lakaet etre o daouarn ha da vezañ gwallgaset.
en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.
Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
Saül a lavaras da Samuel: Pec'het em eus, rak ne'm eus ket sentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU hag ouzh da gomzoù, aon am boa rak ar bobl, hag em eus sentet ouzh o mouezh.
Hag e kuzhas e skiant vat dirak o daoulagad, hag e reas ar sod etre o daouarn, oc'h ober merkoù war stalafioù an dorojoù, hag o lezel e grañch da gouezhañ war e varv.