Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 51:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 51:11
29 Iomraidhean Croise  

Neuze hor genoù a oa leun a griadennoù a levenez, hag hon teod a ganoù a drec'h. Neuze e veze lavaret e-touez ar broadoù: An AOTROU en deus graet traoù bras d'ar re-mañ.


Ar re a had gant daeroù, a vedo gant kanoù a drec'h.


An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.


Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.


It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.


Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.


Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioù hag ar c'hrec'hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.


E-lec'h ho mezh ho po ul lod doubl, hag e-lec'h drouklamm e vint laouen en o lod. Evel-se en o bro e perc'hennint an doubl, hag o devo ul levenez peurbadus.


va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.


Hag e rin eus Jeruzalem va levenez hag eus va fobl va joa, ne vo ken klevet trouz a glemmvanoù na trouz a c'harmoù.


Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Gwelout a ris un neñv nevez hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa tremenet hag ar mor ne oa ken.


Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.


Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.


rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec’ho pep daeraouenn eus o daoulagad.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan