Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 51:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ha n'eo ket te a zisec'has ar mor, doureier an islonk bras, a reas eus donderioù ar mor un hent, evit lakaat an dasprenidi da dremen?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 51:10
20 Iomraidhean Croise  

O saveteiñ a reas eus daouarn an heskiner, hag o dieubas eus daouarn an enebour.


Gourdrouz a reas ar Mor Ruz hag e sec'has, hag e renas anezho dre an donder evel dre ar gouelec'h.


Te eo a faoutas ar mor dre da c'halloud, hag a zrailhas pennoù an erevent war an doureier.


Da gurunoù a grozas er gorventenn, al luc'hed a skedas war ar bed, an douar a spontas hag a grenas.


Met mibien Israel a gerzhas e-kreiz ar mor war ar sec'h, hag an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.


Renet ec'h eus dre da drugarez ar bobl-mañ ac'h eus dasprenet. He bleinet ec'h eus gant da nerzh.


An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.


Bez' e vo un hent evit an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, evel ma voe evit Israel, en deiz ma teuas kuit eus bro Ejipt.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


Eno ne vo leon ebet, loen gouez ebet ne dremeno drezañ, n'en em gavint ket ennañ, met an dasprenidi a gerzho ennañ.


Emaon o vont da freuzañ menezioù ha krec'hiennoù, ha da zisec'hañ o holl c'hlasvez, treiñ a rin ar stêrioù e douar start, disec'hañ a rin ar stankoù.


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus digoret un hent er mor, hag ur wenodenn a-dreuz an doureier galloudus,


Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.


Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Evel en deizioù ma'z out aet kuit eus bro Ejipt, e tiskouezin traoù burzhudus.


Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan