Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 50:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 50:4
31 Iomraidhean Croise  

Da gomzoù o deus adsavet ar re a vrañselle, startaet ec'h eus an daoulin a blege.


Diaraogiñ a ran an deiz hag e krian, hag ez on en gortoz eus da gomz.


Gra din klevout da vadelezh adalek ar beure, rak e fizian ennout, hag anavezout an hent am eus da gerzhout warnañ, rak savet em eus va ene war-zu ennout.


Ne gavez plijadur nag en aberzhoù nag er profoù, toullet ec'h eus din va divskouarn, ne c'houlennez na loskaberzh nag aberzh evit ar pec'hed.


Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.


Va Roue ha va Doue, bez evezhius ouzh mouezh va garm, rak te eo a bedan!


Hag e vo anavezet da vurzhudoù en deñvalijenn, ha da reizhder e douar an ankounac'h?


Bec'hiet eo an den gant ar glac'har a zo en e galon, met laouenaet eo gant ur gomz vat.


Laouen eo un den pa respont gant e vuzelloù, ha pegen mat eo ur gomz lavaret e koulz!


Ur gomz lavaret en amzer dereat a zo evel avaloù aour e paneroù arc'hant.


Kerkent ha ma tremeno e krogo ennoc'h, rak tremen a raio beure goude beure, en deiz hag en noz; hag ar spont hepken a vo he c'hemennadenn.


Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?


Neuze daoulagad an dalled a vo digoret, divskouarn ar vouzared a vo distouvet,


Reiñ a ra nerzh d'an hini a zo skuizh, kreskiñ a ra kreñvder an hini dic'halloud.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras.


Golo an testeni-se, siell al lezenn-se e-touez va diskibien.


Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.


Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.


Bemdez e kinnigi ul loskaberzh d'an AOTROU, un oan eus ur bloaz, disi. E ginnig a ri bep beure.


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec’h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?


Ha den ne c’hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef?


Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n’en deus komzet evel an den-se.


An AOTROU a lavaras: Komzet mat o deus.


Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoù en e c'henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan