Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 50:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 50:2
46 Iomraidhean Croise  

Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.


Bremañ eta, ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, ra ne vounto ket ac'hanoc'h evel-se, na gredit ket anezhañ! Rak doue ebet, eus broad ebet nag eus rouantelezh ebet, n'en deus gellet dieubiñ e bobl diouzh va dorn nag eus dorn va zadoù, neuze pegement nebeutoc'h ho Toue a zieubfe ac'hanoc'h diouzh va dorn?


Gourdrouz a reas ar Mor Ruz hag e sec'has, hag e renas anezho dre an donder evel dre ar gouelec'h.


Treiñ a ra ar stêrioù er gouelec'h, ar mammennoù dour en un douar sec'h,


Moizez a astennas e zorn war ar mor, hag an AOTROU a zigoras ar mor e-pad an noz holl dre un avel vras eus ar sav-heol. Hag e lakaas ar mor da hesk hag an doureier en em faoutas.


Met mibien Israel a gerzhas e-kreiz ar mor war ar sec'h, hag an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.


Ar pesked a zo er stêr a varvo, ar stêr a vreino, hag an Ejipsianed o devo rukun oc'h evañ dour eus ar stêr.


Ar pesked a oa er stêr a varvas, ar stêr a vreinas, hag an Ejipsianed ne c'helljont ket evañ dour eus ar stêr; hag edo ar gwad dre an Ejipt holl.


Dre m'em eus galvet ha n'eo ket fellet deoc'h, dre m'em eus astennet va dorn ha n'en deus den lakaet evezh,


An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.


Doureier ar mor a vanko, ar stêr a zisec’ho hag a baouezo,


An AOTROU en deus astennet e zorn war ar mor, lakaet en deus ar rouantelezhioù da grenañ, roet en deus un urzh a-enep Kanaan: distrujañ e greñvlec'hioù,


A-douez holl doueoù ar vroioù-se, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn?


Sellet em eus ha ne oa den, kuzulier ebet en o zouez evit respont pa c'houlennan.


Emaon o vont da freuzañ menezioù ha krec'hiennoù, ha da zisec'hañ o holl c'hlasvez, treiñ a rin ar stêrioù e douar start, disec'hañ a rin ar stankoù.


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus digoret un hent er mor, hag ur wenodenn a-dreuz an doureier galloudus,


me a lavar d'an donder: Disec'het e vi, da stêrioù a gasin da hesk,


Ha n'eo ket te a zisec'has ar mor, doureier an islonk bras, a reas eus donderioù ar mor un hent, evit lakaat an dasprenidi da dremen?


Rak an AOTROU en deus da c'halvet evel ur vaouez dilezet ha glac'haret en he spered, evel ur wreg a yaouankiz a vefe bet kaset kuit, eme da Zoue.


Setu, dorn an AOTROU n'eo ket re verr evit saveteiñ, nag e skouarn re bounner evit klevout.


Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.


a reas dezho kerzhout a-dreuz d'an islonkoù hep kouezhañ, evel ur marc'h er gouelec'h?


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.


Me ivez a zibabo o distruj, hag e lakain da zont warno ar pezh a ra o spont, rak galvet em eus ha den n'en deus respontet, komzet em eus ha den n'en deus selaouet, graet o deus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet o deus ar pezh a zisplij din.


Perak e vefes evel un den sabatuet, evel un den kreñv na c'hell ket saveteiñ? Met te a zo en hor c'hreiz, o AOTROU! Da anv a zo galvet warnomp, na zilez ket ac'hanomp!


Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Kit da bourmen dre straedoù Jeruzalem, sellit, eveshait, klaskit war al leurennoù, mar kavit un den, unan hepken, oc'h ober ar reizhder hag o klask ar wirionez, e pardonin dezhi.


Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,


Lavarout a ri dezho an holl gomzoù-mañ, met ne selaouint ket. Krial a ri war o lerc'h, met ne respontint ket.


Selaouet em eus ha klevet: Ne gomzont ket hervez ar reizhder, n'eus den o kaout keuz d'e zrougiezh hag o lavarout: Petra am eus graet? Holl e tistroont d'o redadenn, evel ur marc'h a zilamm d'ar brezel.


Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?


Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiñ eveltañ.


Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c'halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiñ eus al leoned?


Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.


Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet.


Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D'an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhañ.


Gourdrouz a ra ar mor hag e tisec'h, kas a ra da hesk an holl stêrioù. Ar Basan hag ar C'harmel a goazh, bleuñv al Liban a goazh.


Hag a-enep ar stêrioù eo fulor an AOTROU? Da gounnar, ha bez' eo a-enep ar stêrioù, ha da fulor, a-enep ar mor, evit ma vefes pignet war da gezeg, war da girri trec'hus?


An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.


O vezañ dihunet, e c’hourdrouzas d’an avelioù hag e lavaras d’ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.


Deuet eo da gavout e re, hag e re n’o eus ket e zegemeret.


Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.


an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan