Izaia 5:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
30 En deiz-se e krozont en o enep evel ma kroz ar mor, hag en ur sellout ouzh an douar, e vo teñvalijenn hag anken, hag ar sklêrijenn a vo teñvalaet gant koumoul.
War ar menezioù e vez klevet trouz un engroez, evel hini ur bobl niverus, un trouz safarus eus rouantelezhioù a bobloù dastumet. AOTROU an armeoù a ra gweladeg war an arme evit ar brezel.
Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.
Setu perak ar varnedigezh a zo pellaet diouzhimp, hag ar reizhder ne zeu ket betek ennomp: Gortoz a reomp ar sklêrijenn ha setu amañ an deñvalijenn, ar sklaerder hag e kerzhomp en noz.
Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.
Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.
Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Sion.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Tir, hag e lakain meur a vroad da bignat a-enep dit, evel ma laka ar mor e goummoù da bignat.
Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Me a sellas pa zigoras ar c’hwec’hvet siell ha setu, ur c’hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac’had reun, al loar a zeuas evel gwad,