Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 5:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 a zidamall an hini drouk evit donezonoù, hag a lam o gwir digant ar re reizh!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 5:23
22 Iomraidhean Croise  

Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.


Bremañ ra vo doujañs an AOTROU warnoc'h. Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoù.


En em zastum a reont a-enep ene an den reizh, hag e kondaonont ar gwad didamall.


An hini a zisklêr reizh an den drouk hag an hini a gondaon an den reizh, a zo o-daou un euzhusted evit an AOTROU.


An den drouk a zegemer an donezon, evit diskar gwenodennoù ar varnedigezh.


An hini a lavar d'an den drouk: Te a zo reizh, ar pobloù a villigo anezhañ hag ar broadoù en kasaio.


da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.


Gwalleur d'ar re a ra reolennoù drouk, hag a skriv evit urzhiañ an taerder,


evit nac'hañ ar reizhder d'ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intañvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!


Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh.


evel ar re a varn un den kablus evit ur gomz hepken, a stegn pechoù d'ar reizher ouzh an nor, a ro lamm d'an den reizh gant o zouelloù.


Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.


Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.


Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.


evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.


Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.


Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan