Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 5:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Gwalleur d'ar re a zo kadarn evit evañ gwin, ha kalonek evit meskañ an evajoù kreñv,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 5:22
14 Iomraidhean Croise  

Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoù, eñ hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhañ.


Ne zegemeri prof digant den, rak ar prof a ra dall ar re vuiañ sklêrijennet hag a goll gwirioù ar re reizh.


Ar gwin a zo goapaer hag ar boeson a zo diboell, ha piv bennak a gemer re anezho n'eo ket fur.


Da biv ar c'hlemm? Da biv ar gwalleur? Da biv an tabutoù? Da biv an haketerezh? Da biv ar goulioù hep abeg? Da biv ar ruzder en daoulagad?


N'eo ket d'ar rouaned, Lemuel, n'eo ket d'ar rouaned evañ gwin, na d'ar briñsed an evaj kreñv,


gant aon na evfent, n'ankounac'hafent al lezenn ha na zireizhfent droed ar re c'hlac'haret.


setu joa ha levenez, lazhañ a reer ejened, lazhañ a raed deñved, debriñ a raed kig, evañ a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp!


Ne vo ken evet ar gwin en ur ganañ, an evajoù kreñv a vo c'hwerv d'ar re a ev anezho.


Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh.


Gwalleur d'ar re a sav beure-mat, evit redek war-lerc'h an evajoù kreñv, hag a gendalc'h betek an noz, betek ma'z int tommaet gant ar gwin.


hag e lavaront: Deuit, mont a ran da gerc'hat gwin, en em vezvomp gant evajoù kreñv, hag e vo warc'hoazh evel hiziv ha kalz muioc'h c'hoazh.


Gwalleur d'an hini a laka e nesañ da evañ, dit-te a ziskenn da sac'h-lêr-gwin dezhañ d'e vezviñ, evit gwelout e noazhder!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan