Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Gwalleur d'ar re a zo fur d'o daoulagad o-unan, ha skiantek d'o barnedigezh o-unan!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 5:21
13 Iomraidhean Croise  

Met an den gollo a boell a zeu da vezañ skiantek, petra bennak ma oa evel ebeul un azenez p'eo bet ganet.


Daoust hag ec'h eus gwelet un den a gred bezañ fur? Muioc'h a zo da c'hortoz diouzh un amoed eget dioutañ.


An didalvez en em gav furoc'h eget seizh den a oar respont gant skiant-vat.


Na vez ket fur dirak da zaoulagad da-unan, douj an AOTROU ha distro diouzh an droug,


Rak e lavar: Graet em eus kement-se gant nerzh va dorn ha gant va furnez, rak skiantek on. Dilec'hiet em eus harzoù ar pobloù, preizhataet em eus o zeñzorioù, evel un den kreñv em eus diskaret ar re a oa diazezet.


Piv ac'h eus dismegañset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.


Eñ eo an hini a gas ar briñsed da netra, hag a laka da vezañ evel mann barnerien an douar.


Fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret ez kalon: Me, ha nikun all ebet.


Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec’h dall, n’ho pefe ket a bec’hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec’hed a chom.


Oc’h en em lavarout fur, deuet int da vezañ sot


Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;


Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan