Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 5:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Gwalleur d'ar re a denn an drougiezh gant kerdin ar gaou, hag ar pec'hed gant sugelloù ur c'harr,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 5:18
23 Iomraidhean Croise  

En e galon e lavar: Ankounac'haat a ra Doue! Kuzhat a ra e zremm, n'en gwelo biken!


D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.


Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va c'halon, penaos doujañs Doue n'emañ ket dirak e zaoulagad?


rak bara ar fallentez a zebront, ha gwin an daerded a evont,


Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.


Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kañv en abeg d'ar vallozh, peurvanoù ar gouelec'h a zo krazet. O redadenn n'a nemet d'ar fall, hag o nerzh d'ar pezh n'eo ket eeun.


Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.


Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.


P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.


Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?


Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,


Hag e c'hoarvezo en amzer-se ma furchin Jeruzalem gant lampoù, ha ma kastizin he zud en em stag war o lec'hidenn hag a lavar en o c'halonoù: An AOTROU ne raio na mad na droug.


Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.


Gwir eo penaos evidon-me, em boa kredet e tleen enebiñ start ouzh anv Jezuz a Nazared.


Mika a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e raio an AOTROU vad din, pa em eus al Leviad-mañ da aberzhour.


Hemañ, Mika, en doa un ti doueoù; ober a reas un efod ha terafim, hag e kensakras unan eus e vibien evel aberzhour dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan