Hag e ro gant fonnder d'ar rouaned ac'h eus lakaet warnomp en abeg d'hor pec'hedoù. Mestroniañ a reont hor c'horfoù hag hol loened, evel ma plij dezho, en doare ma'z omp en un enkrez bras.
Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.
Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,
Hag en holl venezioù a veze labouret gant ar bal, ned eor ken gant aon dirak an drez hag ar spern, lakaet e vo eno an ejened, hag e vint mac'het gant an deñved.
Lartaet int hag e lugernont. Aet int dreist oberoù ar re zrouk, ne zifennont ket ar gwir, gwir an emzivad, hag e reont berzh. Ne lakaont ket da dalvezout gwirioù ar beorien.
Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.
Tropelloù a gousko en he c'hreiz, loened a bep seurt, ar pilikant hag an heureuchin a vo o chom e-touez togennoù e golonennoù. Kriadennoù a vo klevet ouzh ar prenestroù, an distruj a vo war an treuzoù, hag al lambrusk sedrez a vo lamet kuit.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.