Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 5:16
34 Iomraidhean Croise  

Dit-te, AOTROU , eo ar vrasted, an nerzh, ar c'hloar, ar beurbadelezh hag ar veurdez, rak kement a zo en neñvoù ha war an douar a zo dit. Dit-te, AOTROU , eo ar rouantelezh, ha te en em sav e pennroue dreist pep tra.


rak lakaat a ri anezho da dec'hout, stegnañ a ri da wareg a-enep o dremm.


Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.


Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.


Hag e lavarot en deiz-se: Meulit an AOTROU! Galvit e anv! Embannit e-touez ar pobloù e oberoù bras! Degasit da soñj e anv uhel-meurbet!


An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


An dud a zo izelaet hag ar re vras a zo diskaret, met ne bardoni ket dezho.


Lakaat a rin ar varnedigezh da vezañ eeun hag ar reizhder da vezañ rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou.


Rak pa welo e vibien, oberenn va daouarn en e greiz, e santelaint va anv, e santelaint Sant Jakob, hag e toujint Doue Israel.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Bremañ e savin, eme an AOTROU, bremañ e vin uhelaet, bremañ e vin uhelsavet.


An AOTROU a zo uhelsavet rak emañ o chom el lec'hioù uhel; leuniet en deus Sion a eeunder hag a reizhder.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Krial a raent an eil d'egile, hag e lavarent: Santel, santel, santel eo AOTROU an armeoù! An douar holl a zo leuniet gant e c'hloar!


Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.


Santelait AOTROU an armeoù, ra vo-eñ ho toujañs hag ho spouron.


Kemer a rin plijadur ennoc'h evel en un ezañs a c'hwezh-vat, pa em bo ho tennet a-douez ar pobloù hag ho tastumet eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno. Hag e vin santelaet ennoc'h dirak daoulagad ar pobloù.


Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Sidon, hag e vo roet gloar din en da greiz. Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa rin va barnedigezhioù a-enep dezhi, ha ma tiskouezin va santelezh.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.


Santelaat a rin va anv bras, a zo bet disakret e-touez ar broadoù, hoc'h eus disakret en o zouez, hag ar broadoù a ouezo ez on me an AOTROU, eme an Aotrou AOTROU, pa vin santelaet ennoc'h dindan o daoulagad.


Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.


Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


Ar re-se eo doureier Meriba, lec'h ma'c'h enebas mibien Israel ouzh an AOTROU, a voe santelaet enno.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


rak skrivet eo: Bezit santel, rak me a zo santel.


Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,


met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,


Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc’houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:


Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan