Lec'h ar marv, en traoñ, a from en abeg da'z tegouezh. Dihuniñ a ra dirazout ar re varv, holl re c'halloudek an douar. Lakaat a ra holl rouaned ar pobloù da sevel diwar o zron.
Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.
Hag ouzhpenn, ar gwin a zo gwidreüs, an den rok ne chom ket sioul, ledanaat a ra e ene evel lec'h ar marv, diwalc'hus eo evel ar marv. Dastum a ra dezhañ an holl vroadoù, hag e laka dindanañ an holl bobloù.
Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.