Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblañs a varv gant an naon, hec'h engroez a zisec'h gant ar sec'hed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 5:13
26 Iomraidhean Croise  

En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Muzelloù an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.


An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.


Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.


AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da lemel eus Jeruzalem hag eus Juda pep sikour ha pep skoazell, pep sikour a vara, pep sikour a zour,


ar c'habiten a hanter-kant hag an den enorus, ar c'huzulier hag ar micherour mailh hag ar strobineller ampart.


Hini ebet ned a ennañ e-unan, den n'en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad?


Hag e lavari ez kalon: Piv en deus roet ar vugale-mañ din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc'het, piv en deus desavet ar re-mañ?


Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,


Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.


Ar re vras en o zouez a gas ar re vihan da gerc'hat dour; mont a reont d'ar puñsoù-glav ha ne gavont ket a zour. Neuze e tistroont gant o listri goullo, mezhek ha pinous, goleiñ a reont o fenn.


Ar c'hwibon zoken, en oabl, a oar hec'h amzerioù, an durzhunell, ar wennili hag ar c'haran a zouj amzer o donedigezh, met va fobl n'anavez ket barnedigezh an AOTROU.


Ar re a zo lazhet dre ar c'hleze a zo eürusoc'h eget ar re lazhet gant an naonegezh, hag a zo drastet tamm-ha-tamm, skuizhet dre ziouer a frouezh er parkeier.


Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta! Ra ne vo ket laouen ar prener, ra ne vo ket glac'haret ar gwerzher, rak ez eus fulor a-enep o holl engroez.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


En deiz-se, ar gwerc'hezed kaer hag ar baotred yaouank a semplo gant ar sec'hed.


hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.


Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.


Rak a-ratozh eo n’ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c’her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan