Oadet on hiziv a bevar-ugent vloaz. Ha gellout a c'hellfen disheñvelaat ar mad diouzh an droug? Da servijer, ha blasaat a rafe ar pezh a zebrfe hag a evfe? Ha gellout a c'hellfen c'hoazh klevout mouezh ar ganerien hag ar c'hanerezed? Perak e vefe c'hoazh da servijer ur bec'h evit ar roue va aotrou?
setu joa ha levenez, lazhañ a reer ejened, lazhañ a raed deñved, debriñ a raed kig, evañ a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp!
Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.
Hag ouzhpenn, ar gwin a zo gwidreüs, an den rok ne chom ket sioul, ledanaat a ra e ene evel lec'h ar marv, diwalc'hus eo evel ar marv. Dastum a ra dezhañ an holl vroadoù, hag e laka dindanañ an holl bobloù.
Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.
avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc’h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh.
Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.