Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Dek keñver gwinieg ne roint nemet ur bat, hag un homer a had ne roio nemet un efa.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 5:10
13 Iomraidhean Croise  

An avaloù hag ar bleunioù a oa lamet dioutañ. Bez' e oa holl eus ur pezh hepken, graet gant ar morzhol en aour glan.


War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gêr laouen.


En deiz-se pep lec'h hag a vo ennañ mil skod-gwini, o talvezout mil pezh arc'hant, a vo troet e drez ha spern.


Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc'hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez.


Ar greun a zo breinet dindan o moudennoù, ar solieroù a zo gwastet, ar grañjoù a zo distrujet, an ed a zo kollet.


Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.


Pa santelaio unan bennak ur park eus e berc’henniezh evit an AOTROU, da brizadur a vo hervez ar pezh a hader ennañ: un omer had heiz, hanter-kant sikl arc’hant.


Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.


neuze, pa deuec'h d'ur bern a ugent muzuliad, ne oa nemet dek, pa zeuec'h d'ar veol evit tennañ hanter-kant muzul eus ar waskell, ne oa nemet ugent.


Kas a ri kalz a had d'ar parkeier met dastum a ri nebeud diouto, rak debret e vo gant ar c'hilheien-raden.


Plantañ a ri gwini hag o labouri met ne evi ket eus o gwin ha ne zastumi netra diouto, rak debret e vint gant ar preñved.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan