Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 49:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec'hiennoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 49:9
37 Iomraidhean Croise  

rak en devo sellet eus lec'h uhel e santelezh, hag en devo eus an neñvoù taolet e zaoulagad war an douar,


a ro o gwir d'ar re a zo gwasket, a ro bara d'ra re o deus naon! An AOTROU a ziere ar re zalc'het,


Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a rin va gouestloù dirak ar re a zouj ac'hanout.


Ar re izel en gwelo hag a laouenaio, ho kalon a vevo a-nevez, c'hwi hag a glask Doue.


Lakaat a rin stêrioù war al lec'hioù uhel, ha mammennoù e-kreiz an traoniennoù. Treiñ a rin ar gouelec'h e stank-dour, hag an douar sec'h e stivelloù.


Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.


evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deñvalijenn.


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ.


An oaned a beuro evel en o farkeier, hag an diavaezidi a zebro douaroù glac'haret ar re binvidik.


Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,


Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,


Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.


Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.


Me a savo dezho ur blantadeg brudet, ne varvint ken gant an naon er vro, ne zougint ken dismegañs ar broadoù.


En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.


Ma n’eo ket dasprenet ebet, ez aio kuit da vloaz ar jubile, eñ hag e vibien gantañ.


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.


ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel.


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,


E lakaet en deus da varc'hekaat war lec'hioù uhel an douar ha da zebriñ frouezh ar parkeier, da chugal mel ar roc'h hag eoul ar reier kalet,


Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan