Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 49:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Graet en deus evel ur c'hleze lemm eus va genoù, goloet en deus ac'hanon gant skeud e zorn, graet en deus ganin ur bir lufret mat, kuzhet en deus ac'hanon en e glaouier.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 49:2
20 Iomraidhean Croise  

An hini a zo o chom e repu kuzhet an Uhel-Meurbet, a ziskuizh e skeud an Holl-C'halloudeg.


hag e c'hoarvezo penaos pa dremeno va gloar, e lakain ac'hanout e kleuz ar roc'h hag e c'holoin ac'hanout gant va dorn betek ma vin tremenet.


Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.


Lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù, da c'holoet em eus gant skeud va dorn, evit plantañ an neñvoù ha diazezañ an douar, evit lavarout da Sion: Te eo va fobl!


Rak setu, e lakaan ac'hanout hiziv evel ur gêr greñv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoù, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.


Setu perak em eus o skoet dre ar brofeded, o lazhet dre c'herioù va genoù, va barnedigezhioù a lugerno warno evel ar gouloù.


An heol hag al loar a chom a-sav en o annez; mont a reont diouzh gouloù da viroù o nijal, diouzh lugern da c'hoaf skedus.


Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.


kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue,


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


En e zorn dehou en doa seizh steredenn. Eus e c’henoù e teue ur c’hleze lemm a zaou droc’h hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh.


Eus e c’henoù e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c’halloudek.


Skriv da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c’hleze lemm a zaou droc’h:


Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan