Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 49:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloù a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c'hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 49:1
34 Iomraidhean Croise  

Ya, te ac'h eus va zennet eus kof va mamm, te ac'h eus va lakaet da ziskuizhañ e peoc'h war he bronn.


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.


C'hwi hag a zo pell, selaouit ar pezh am eus graet, ha c'hwi hag a zo tost, anavezit va nerzh.


Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.


Ra vo roet gloar d'an AOTROU, ha ra vo embannet e veuleudi en enezi!


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na'z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet!


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.


Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.


Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.


Selaouit ouzhin, ti Jakob, ha c'hwi holl nemorant ti Israel; en em vec'hiet on ac'hanoc'h adalek ar c'hof, ho touget em eus abaoe ar mammog.


Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.


Ha bremañ e komz an AOTROU, eñ hag en deus va stummet adalek ar c'hof evit bezañ e servijer, evit degas Jakob d'e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh.


Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.


Setu, va servijer a raio berzh, kreskiñ a raio, savet e vo, uhelaet meurbet.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.


Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.


Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.


Setu, te a vo dougerez, hag e c’hani ur mab hag e c’halvi e anv Jezuz.


perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?


Met pa’z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c’hras,


Deuet eo da brezeg ar peoc’h deoc’h-c’hwi a oa pell ha d’ar re a oa tost,


Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,


raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan