Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 48:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Abalamour da'm anv em eus daleet va c'hounnar, abalamour da'm meuleudi en em zalc'han ez keñver, ha ne zistrujan ket ac'hanout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 48:9
22 Iomraidhean Croise  

Hogen e saveteas anezho dre garantez evit e anv, evit reiñ da anavezout e c'halloud.


AOTROU, ro din ar vuhez dre garantez evit da anv. Ez reizhder, tenn va ene eus an estrenvan!


Abalamour da garantez da anv, o AOTROU, e pardoni din va direizhder, ha bras eo.


Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.


Sikour ac'hanomp, o Doue hor silvidigezh, evit gloar da anv! Dieub ac'hanomp, pardon deomp hor pec'hedoù dre garantez da anv!


Poell an den a zalc'h e gounnar, hag e enor eo ankounac'haat ar mankoù.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


Abalamour din, abalamour din-me va-unan e ran kement-se. Rak penaos e vefe disakret va anv? Ne roin ket va gloar da unan all.


Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma vez lavaret pa vez kavet gwin nevez en ur blokad: Na zistruj ket, rak bennozh a zo aze! Evel-se e rin abalamour da'm servijerien, evit tremen hep distrujañ anezho holl.


Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioù a zo niverus, pec'het hon eus a-enep dit.


Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù em boa o zennet dirazo.


Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù, em boa o zennet dirak o daoulagad.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa labourin ganeoc'h abalamour da'm anv, ha nann hervez hoc'h hentoù fall hag hoc'h oberoù hudur, o ti Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.


Met fellet eo bet din espern va anv santel, a zo bet disakret gant ti Israel e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz.


Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?


Rak an AOTROU ne zilezo ket e bobl, abalamour d'e anv bras, dre ma fellas d'an AOTROU ober ganeoc'h e bobl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan