Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 48:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ne'c'h eus ket klevet, ne'c'h eus ket anavezet, n'eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezañ disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c'hof.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 48:8
33 Iomraidhean Croise  

AOTROU va Doue, kresket ec'h eus da vurzhudoù ha da soñjoù en hor c'heñver, nikun ne c'hell bezañ keñveriet ouzhit. Ha fellout a ra din o embann hag o lavarout? Re niverus ez int da vezañ kontet.


rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va fec'hed a zo dirazon dalc'hmat.


Pell ac'hane! En ho kalonoù e rit direizhder, war an douar e lakait da bouezañ taerder ho taouarn.


Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.


Skuilhet en deus warnañ e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhañ met n'en deus ket komprenet, devet eo bet met n'en deus ket taolet evezh.


Ho pet soñj eus an traoù-mañ ha bezit gwazed! Degasit anezho da soñj d'ho kalonoù, pec'herien!


Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiñ ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.


Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c'houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem,


Bremañ ez int krouet ha n'eo ket diagent, a-raok an deiz-mañ n'anavezes netra anezho, evit na lavarfe ket: Setu, me a ouie kement-se.


An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne'm eus ket enebet, ne'm eus ket kilet en a-dreñv.


Ouzh piv e rit goap? A-enep piv e tigorit ur genoù ledan hag e tennit ho teod? Ha n'oc'h ket bugale an disentidigezh, ur ouenn gaouiat,


Met evel ma'z eo ur wreg disleal e-keñver he fried, evel-se oc'h bet disleal em c'heñver, ti Israel, eme an AOTROU.


Rak ti Israel ha ti Juda a zo en em renet evel trubarded em c'heñver, eme an AOTROU.


Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.


Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.


Bet int fall e-keñver an AOTROU, rak ganet o deus mibien diavaeziek. Bremañ al loar nevez o lonko gant o madoù.


Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.


An diavaezidi o deus lonket e nerzh, met ne oar ket. E benn a zo hadet a vlev gwenn, met ne oar ket.


Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.


En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.


Hag e kuzhin va dremm an deiz-se, en abeg d'an holl zroug o devo graet o treiñ etrezek doueoù all.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan