Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 48:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Klevet ec'h eus! Gwel anezho holl! Ha n'embannot ket anezho hoc'h-unan? Reiñ a ran dit da glevout bremañ traoù nevez, traoù kuzhet ha n'anavezes ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 48:6
29 Iomraidhean Croise  

Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.


Disklêriañ a ran gant va muzelloù holl varnedigezhioù da c'henoù.


O va gwinizh dornet, mac'het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoù, a-berzh Doue Israel, am eus disklêriet deoc'h.


Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.


Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoù kizellet.


Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.


Setu ez an d'ober un dra nevez, emañ bremañ o vleuniañ, ha n'anavezit ket? Lakaat a rin un hent er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud.


Bremañ ez int krouet ha n'eo ket diagent, a-raok an deiz-mañ n'anavezes netra anezho, evit na lavarfe ket: Setu, me a ouie kement-se.


O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.


Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?


Mouezh an AOTROU a gri da gêr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.


Ar pezh a lavaran deoc’h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc’h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù.


N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.


Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.


Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.


Skriv an traoù ac’h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ,


Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan