Ar marc'heger a yeas en arbenn dezhañ hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Petra ac'h eus d'ober gant ar peoc'h? Tremen a-dreñv din! Ar gward a roas keloù o lavarout: Ar c'hannad a zo aet betek enno, ha ne zistro ket.
Kaset e voe ur marc'heger all, a yeas daveto hag a lavaras: Evel-henn e lavar ar roue: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Petra ac'h eus d'ober gant ar peoc'h? Tremen a-dreñv din!
Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.