Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez' eo evel stêrioù, stêrioù-meur ledan, e-lec'h ne yelo ket ar bigi dre roeñvoù, e-lec'h ne dremeno ket al listri bras.
Piv en deus roet Jakob da vezañ diwisket, hag Israel d'ar breizhadeg? Ha n'eo an AOTROU, hon eus pec'het a-enep dezhañ? Rak n'eo ket bet fellet deomp heuliañ e hentoù, na sentiñ ouzh e lezenn.
Neñvoù, skuilhit ar glizh eus an nec'h, ra lakaio ar c'houmoul da zeverañ ar reizhder, ra zigoro an douar da zougen frouezh ar silvidigezh, ra ziwano ar reizhder ganti! Me an AOTROU a grou kement-se.
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
Evel ma laka an douar da vountañ e ziwan, evel ma laka ul liorzh da greskiñ ar pezh a hader enni, evel-se an Aotrou AOTROU a lakaio ar reizhder hag ar veuleudi da greskiñ dirak an holl vroadoù.
Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Mont a ran da lakaat ar peoc'h da ruilhañ etrezek enni evel ur stêr, ha gloar ar broadoù evel ur froud o tic'hlannañ. Hag e viot bronnet, douget war an divrec'h ha kañjolet war an daoulin.
Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!