Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 48:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 48:16
13 Iomraidhean Croise  

Tostait, broadoù, da selaou! Ha c'hwi, pobloù, bezit evezhiek! Ra selaouo an douar, ha kement a zo ennañ! Ar bed ha kement a zeu diwarnañ!


Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.


A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?


Ne'm eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec'h teñval eus an douar, ne'm eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c'hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklêr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.


Met c'hwi, tostait amañ, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c'hast!


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.


rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan