rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag a ziskuizhas d'ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet.
Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neñvoù? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c'hroched ar menezioù, hag ar c'hrec'hioù gant ar valañs?
Ha n'hoc'h eus ket a anaoudegezh? Ha n'hoc'h eus ket klevet? Ha n'eo ket bet lavaret deoc'h adalek ar penn kentañ? Ha n'hoc'h eus ket komprenet diazezadenn an douar?
Eñ eo an hini a zo azezet dreist boul an douar, ma'z eo ar re a zo o chom ennañ evel kilheien-raden. Eñ eo an hini a astenn an neñvoù evel ur ouel, hag o displeg evel un deltenn da chom enni.
Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.
Evel-henn e komz Doue an AOTROU, eñ hag en deus krouet an neñvoù hag astennet anezho, kompezet an douar ha kement a zeu dioutañ, roet alan d'ar bobl a zo warnañ, ha spered d'ar re a gerzh warnañ:
Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.
Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.
Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?
hervez ma’z eo skrivet: Da lakaet em eus da vezañ tad da veur a vroad. Hon tad eo dirak Doue en deus kredet ennañ, eñ hag a ro buhez d’ar re varv hag a c’halv an traoù n’emaint ket evel ma vijent.