Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 48:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Abalamour din, abalamour din-me va-unan e ran kement-se. Rak penaos e vefe disakret va anv? Ne roin ket va gloar da unan all.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 48:11
23 Iomraidhean Croise  

Hogen e saveteas anezho dre garantez evit e anv, evit reiñ da anavezout e c'halloud.


N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.


Abalamour da garantez da anv, o AOTROU, e pardoni din va direizhder, ha bras eo.


Na'z pez ket soñj eus pec'hedoù va yaouankiz nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez soñj ac'hanon, abalamour da'z madelezh, o AOTROU!


Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.


Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoù kizellet.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.


Abalamour da'm anv em eus daleet va c'hounnar, abalamour da'm meuleudi en em zalc'han ez keñver, ha ne zistrujan ket ac'hanout.


Ha bremañ petra am eus d'ober amañ, eme an AOTROU, pa'z eo bet tapet kuit va fobl evit netra? Ar re a ren warno a laosk kriadennoù, eme an AOTROU, ha va anv a zo dismegañset dibaouez, bemdez.


Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioù a zo niverus, pec'het hon eus a-enep dit.


Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù em boa o zennet dirazo.


Koulskoude em eus tennet va dorn, ha graet em eus-se abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù, em boa o zennet dirak o daoulagad.


Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc'h idoloù.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU, pa labourin ganeoc'h abalamour da'm anv, ha nann hervez hoc'h hentoù fall hag hoc'h oberoù hudur, o ti Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.


Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ne ran ket kement-mañ en abeg deoc'h, ti Israel, met en abeg da'm anv santel hoc'h eus disakret e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz.


Bremañ, o hon Doue, selaou ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlennoù! Abalamour da garantez an Aotrou, laka da zremm da lugerniñ war da santual glac'haret.


evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.


Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc’h, evel ma’z eo kement-se skrivet.


Rak an AOTROU ne zilezo ket e bobl, abalamour d'e anv bras, dre ma fellas d'an AOTROU ober ganeoc'h e bobl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan