Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 48:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Setu, em eus amprouet ac'hanout, met n'eo ket evel an arc'hant, da zibabet em eus e teuzlestr ar glac'har.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 48:10
18 Iomraidhean Croise  

rak da bobl ha da hêrezh ez int, ac'h eus tennet eus an Ejipt a-greiz ar fornez-houarn.


Anavezout a ra an hent am eus heuliet, ra amprouo ac'hanon, hag e teuin er-maez evel aour.


Bez' ez eus ur vengleuz evit tennañ an arc'hant diouti, hag ul lec'h evit glanaat an aour ennañ.


Rak hon amprouet ec'h eus, o Doue! Lakaet ec'h eus ac'hanomp da dremen dre an teuzlestr evel an arc'hant.


Ar gleuzeur a zo evit an arc'hant hag ar forn evit an aour, met an AOTROU eo an hini a amprou ar c'halonoù.


Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


am eus gourc'hemennet d'ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an d'o zeuziñ ha d'o amprouiñ, rak penaos e rafen e-giz-all e-keñver merc'h va fobl?


Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


An AOTROU en deus ho lakaet da vont kuit eus forn houarn an Ejipt, evit bezañ dezhañ pobl e hêrezh, ar pezh ez oc'h hiziv.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc’h amprouiñ, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h un dra iskis bennak.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan