Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kañvoù a vugale hag intañvelezh. Dont a raint warnout war un dro, en abeg da niver bras da strobinelloù, hag en abeg da c'halloud da achanterezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:9
26 Iomraidhean Croise  

Setu, distrujet int a-daol-trumm, lamet ha kuzumet dre un termen buan.


O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d'an douar.


Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiñ ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.


An hini he deus ganet seizh mab a zisec'h, dianalañ a ra hec'h ene, hec'h heol a guzh pa'z eo c'hoazh deiz, mezhek ha dismegañset eo. Ar re a vano ganti, me o roio d'ar c'hleze dirak o enebourien, eme an AOTROU.


An douar a greno hag a vo er poanioù, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezañ ur gouelec'h hep tud.


Ar roue a c'hourc'hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegañ d'ar roue e huñvreoù. Hag e teujont, hag en em zalc'hjont dirak ar roue.


Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din.


D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.


Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh.


Ha kement-se en abeg da c'hastaouerezh fonnus ar c'hast leun a voem, mestrez ar strobinelloù, a werzhe ar broadoù gant he gastaouerezh, hag ar pobloù gant he strobinelloù.


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Hi a lavaras: Na'm anvit ket Naomi, met va anvit Mara, rak an Holl-C'halloudeg en deus va leuniet a c'hwervder.


Neuze Maklon ha Kiljon a varvas ivez, hag ar wreg-mañ a vanas hep he daou vab hag hep he gwaz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan